Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Seram

Pelec'h emañ Seram en enezeg Indonezia

Seram zo unan eus inizi Maluku e reter Indonezia. An eil enezenn vrasañ eo en enezeg-se, gant ur gorread a 17 100 km2.

Emañ etre mor Seram en norzh ha mor Banda er su, hag etre inizi Buru (er c'hornôg), Ambon (er mervent), Misool (er biz) ha Ginea Nevez (er reter). Masohi eo ar gêr vrasañ.

Goloet eo an enezenn gant koadoù trovanel stank. Kopra, rousin, ha pesked a vez produet hag ezporzhiet.

Evel ar peurrest eus enezeg Maluku emañ Seram e tolead linenn Wallace, un tolead a bouez bras evit ar skiantourien abalamour da liesseurted ar gouennoù plant ha loened ennañ, a-c'haoliad etre toleadoù Azia hag Okeania.


Previous Page Next Page






Seram AF جزيرة سيرام Arabic جزيره سيرام ARZ Seram (ada) AZ Серам BE Серам Bulgarian সেরাম দ্বীপ Bengali/Bangla Seram Catalan Seram Island CEB Seram Czech

Responsive image

Responsive image