Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
Ar side car zo ur seurt karr stag ouzh kostez ur marc'h-tan.
Ar ger side-car a zeu eus ar saozneg (side e-kichen ha car karr-tan). Ar side-car zo ur moto gant ur seurt logell e-lec'h ma c'haller lakaat tud ennañ. Ar side-car en deus gounidoù : gallout a reer bezañ ouzhpenn daou, en ur zerc'hel ar blijadur d'ober moto memestra, hag all. Met bez ez eus traoù fall : ar boan d'en em renkañ er parking, chom hep bezañ stanket etre kirri-tan hag all. Anv an hini a vlein ar side-car zo sidecariste hag an hini zo er baner eo ar marmouz. Ret eo dezho o-daou kaout un tokarn pa vezont war an hent.