Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Sognefjord

Unan eus brec'hioù ar Sognefjord
Kartenn eus ar Sognefjord

Ar Sognefjord zo ur fjord e Norvegia, e kontelezh (fylke) Sogn og Fjordane.

Gant e 204 kilometr hed ez eo ar fjord brasañ e Norvegia hag en Europa, ha gant e 1 308 metr donder ez eo an hini donañ er bed a-bezh. Meur a vrec'h vihan zo, evel an Aurlandsfjord, al Lustrafjord hag an Nærøyfjord. Emañ genoù ar Sognefjord war-dro 70 km en hanternoz da gêr Bergen, hag en em astenn a ra e diabarzh an douaroù a-hed 204 km. Ar vrec'henn bennañ, ar Sognefjord e-unan, zo war-dro 5 km a led dezhi. Ar menezioù a gaver en-dro d'ar Sognefjord a c'hall kaout ouzhpenn 1 000 metr a uhelder.

Gant ar c'haer m'eo ar Sognefjord e teu touristed a-vern d'al lodenn-se eus Norvegia, ha war an touristerezh eo diazezet armerzh ar c'hornad evit ul lodenn vat.


Previous Page Next Page






Sognefjord AF Soqne-fyord AZ Согне-фіёрд BE Согнефьор Bulgarian Sognefjord Catalan Sognefjorden CEB Sognefjord Czech Sognefjord CY Sognefjorden Danish Sognefjord German

Responsive image

Responsive image