Taranis e oa unan eus doueoù pennañ ar Gelted. Mestr an oabl hag ar c'hurun e oa, hag ar ger taran a dalv kement ha kurun. Diskouezet e vez alies gant luc'hed hag ur rod.
Braouac'hus hag uhelek eo. Ober a ra Taranis aon gant e daranoù hag e luc'hed spontus. Hep ger ebet ez atahin drastoù gant ar foeltr hag al liñvadegoù, met, er memes amzer, e tegas ar glav mat a vag an douar hag a laka an eostoù da ziwan. Taranis a vez skeudennet evel un den kreñv, barvek hag o terc'hel ur rod vras (gwelet Chaodouron Gundestrup, Bro-Danmark).
Aroueziañ rod an amzer a ra moarvat, hag an amzer o tremen.
Gwelet e vez war ur marc'h, o c'haoliata ur ramz gant ul lost naer evit reiñ da c'houzout e vestroni. Kar e seblant bezañ dre-se da Yaou a oa trec'h war ar ramzed. C'hoant en deveze Taranis e vije aberzhet tud : serriñ a raed aberzhed e-barzh kaouedoù koad ha lakaat a raed tan enno, pe e kinniged pennoù troc'het dezhañ. Kavet e vez tresoù eus e azeuladur e Galia, Alamagn, Hungaria, er Balkanoù hag e Breizh-Veur.