Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Θυέστης |
Tad | Pelops |
Mamm | Hippodamia |
Breur pe c'hoar | Atreüs |
Pried | Laodameia |
Kompagnun(ez) | Pelopeia |
Karg | roue Mykenai |
Thyestes (henc'hresianeg : Θυέστης), a oa mab da b-Pelops, roue Olympia, ha da Hippodamia. Brudet eo ar gasoni a oa etrezañ hag e vreur gevell Atreüs, roue Argos.
Harluet e voe an daou vreur gant o zad dre m'o devoa lazhet o hantervreur C'hrysippos. Bec'h a voe etreze da c'houzout pehini a vije roue e Mykenai. Doganiñ a reas e vreur, hag ober daou vugel d'e wreg. Ober a reas dezhi laerezh oan aour he fried da reiñ dezhañ evit ma vije anvet da roue en e lec'h. Met skoazellet e voe e vreur gant Zeus, ha harluet e voe Thyestes gant e vreur pa voe anvet da roue. Distreiñ a reas war urzh Atreüs, ha pedet e voe gantañ d'ur banvez: korfoù e vugale a voe roet dezhañ da zebriñ evel dial gant e vreur dogan. Pa ouias Thyestes e villigas e vreur hag e tec'has adarre.