Tlatoani (diwar an Nahouatleg Tlahtoāni IPA: [tɬaʔtoˈ(w)aːni]; liester : tlahtohqueh, IPA: [tɬaʔˈtoʔkeʔ]) eo ar ger a dalveze da envel rener un altepetl, ur geoded-Stad evel ma oa anezhe kent donedigezh an Europeaned e Kreizamerika. Talvezout a ra ar ger kement ha "prezeger", met gallout a reer treiñ anezhañ evel "roue"[1] Ur cihuatlatoani (IPA: [siwaːtɬaʔtoˈ(w)aːni]) a oa ur renerez, pe rouanez[2].
An Dlatoanied a oa ar renerien bennañ, gant ur roll en arme evel er relijion. Choazet e vezent e diabarzh an tiegezh a rene er c'hontrol d'ar rouaned a gaved en Europa a zeue da vezañ roue dre hêrezh er memes lignez. Peurliesañ e veze choazet un niz pe ur c'henderv d'an tlaotani. Da gentañ e veze choazet an Dlaotanied gant pennoù familhoù an noblañs ha, diwezhatoc'h, gant ar veleien vras ha kargidi vras ar vro.
An dlatoanied a oa kentañ renerien ar bobl aztek eus 1233 da 1347. Goude se, adalek Acamapichtli, e vezont anvet huēy(i) tlahtoani 'Prezeger bras' a vez troet gant "impalaer" en istoriografiezh. E gwirionez ar renerien ne sellent ket oute evel tlahtohqueh, e-pad ar prantad kent dilennadenn Ācamāpīchtli (1366 - 1376), met evel cuāuhtlahtohqueh (Gouarnourien gwarnizon pe penn arme)[3]) hag evel teōmāmāhqueh (Dougerien Doue)[4]; evel m'er skrivas an istorour Chimalpain, a savas roll klok ar renerien etre 1116 ha 1363 (hep menegiñ Ilancuēitl avat).
Da-heul stagidigezh meur a tlahtohcāyōtl pe "rouantelezh" an eil ouzh eben da goulz brezelioù ha kevredadennoù e oa savet un huey tlahtohcāyōtl pe 'tlahtocayōtl bras' (pe "impalaeriezh") a oa en he fenn un huēy(i) tlahtoāni, troet alies "impalaer", er ster "roue ar rouaned". huēy(i) a dalveze "bras, ledan, uhel" e nahouatleg klasel.
Lazhet e oa an diwezhañ tlatoani aztek dieub, Cuauhtémoc, d'an 8 a viz C'hwevrer 1525 gant ar soudarded spagnol war urzh Hernan Cortes pevar bloaz goude kemeridigezh Mec'hiko-Tenochtitlan.
Goude se e oa anvet ar renerien gant ar Spagnoled.