Waffen-SS

Waffen-SS
military branch
Rann eusSchutzstaffel Kemmañ
Deiziad krouiñ17 Meu 1933 Kemmañ
LealdedAdolf Hitler Kemmañ
Anv er yezh a orinWaffen-SS Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Skour luLu Kemmañ
Testenn ar ger-sturMeine Ehre heißt Treue Kemmañ
StadTrede Reich, Alamagn Kemmañ
Aozadur mammSchutzstaffel Kemmañ
Sez sokialBerlin Kemmañ
Erlec'hiañ a raSS-Verfügungstruppe Kemmañ
Deiziad divodañ8 Mae 1945, 10 Her 1945 Kemmañ
Commanded byHeinrich Himmler Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadNIOD Institute for War, Holocaust and Genocide Studies, Overloon War Museum, Liemers Museum Kemmañ
Banniel ar Schutzstaffel
Gitonioù ar 1añ Panzerdivision SS Leibstandarte Adolf Hitler

Ar Waffen-SS[ˈvafən.ɛs.ɛs], ger-ha-ger : « Skouadron gwareziñ (SchutzStaffel, SS) armet (Waffen) » – a oa ur skourr milourel d'ar Schutzstaffel (SS) ; bez' e voe unan eus lodennoù pennañ an SS, gant an Allgemeine SS (SS hollek), ar Sicherheitsdienst (servij surentez) hag an SS-Totenkopfverbände (unvezioù Penn-marv).

Gant Heinrich Himmler e voe aozet ar Waffen-SS, evel arm [[politikerezh|politkel da gentañ.
Er penn-kentañ ne veze degemeret er Waffen-SS nemet nazied rik diuzet dre zezverkoù strizh, lod anezho o vezañ diazezet war damkaniezhoù gouennelour hervez selloù ar strollad nazi.

A-feur ma pade an Eil brezel-bed e voe muioc'h-mui a golloù er Waffen-SS. Goude 1942 pergen e rankas pennoù ar skourr digeriñ an dorioù d'an dud a veze lakaet da Volksdeutsche ("alaman dre ar bobl") gant an nazied, da lavarout eo tud a orin alaman na oant ket o chom en Trede Reich ; pelloc'h e voe tutet Elzasiz ha Loreniz, dre ret peurvuiañ, alese anv anv gallek Malgré-nous a voe roet dezho ; diwezhatoc'h c'hoazh e voe ebarzhet tud eus ar broioù a oa bet aloubet, eus Albania betek Belgia hag eus Danmark betek Ukraina hep teurel pled d'o orin germanek pe get, gant ma youlent stourm dindan banniel an Trede Reich.
War-dro ur milion a dud a voe er Waffen-SS e-pad ar brezel ; adalek 1944, ur 700 000 bennak anezho a oa ann-Alamaned. Komzet e voe neuze eus ar c'hentañ lu europat.

Talbenn ar Reter e 1942 un SS-Rundfunkberichter eus ur propagandakompanie. Skeudenn an aozadur a oa peurlipet gant ar propaganda.

Waffen-SS

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne