Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Wire

Ur strollad sonerezh punk, rock ha sonerezh arnod a Vro-Saoz eo Wire. Savet eo bet e 1976 gant Graham Lewis (gitar boud, kan), Bruce Gilbert (gitar), Colin Newman (gitar, kan) ha Robert Gotobed (taboulinoù).

Alies e vez lavaret ez eo Wire ur strollad post-punk (pe punk arzel). Kroget eo gant ur bladenn punk da vat (Pink Flag, 1977) a-raok cheñch penn d'ar vazh ha sevel tonioù luzietoc'h ha diazezet war implij ar pianoioù tredan (Chairs Missing e 1978 ha 154 e 1979). Setu perak ez eo gwelet evel ul levezon gant ur bern strolladoù all, en o zouez The Urinals, The Minutemen, R.E.M. (adenrollet ganto ar ganaouenn "Strange" war o fladenn Document) hag ivez, tostoc'h ouzhomp re all evel Bloc Party, Futureheads pe c'hoazh Franz Ferdinand.

E 1979 ez eus bet dizemglev er strollad, ha setu perak ez eo ken liesseurt (ha diaes da selaou a-wechoù) ar bladenn Document & Eyewitness.

Goude-se eo chomet ar strollad a-sav e-pad pemp bloaz (1980-1985). Pep ezel en deus savet sonerezh diouzh e du, pe kenlabouret gant tud all dindan an anvioù Dome, Cupol, Duet Emmo. Colin Newman en deus embannet meur a bladenn e-unan. E 1985 eo bet bodet ar strollad en-dro, hag ar wech-mañ en deus splujet er sonerezh elektronek. E 1990 e lavare Gotobed, an tabouliner, e oa deuet da vezañ «an elfenn a re».

Kendalc'het o deus an tri all da labourat heptañ dindan an anv "Wir", hag ur bladenn a zo bet embannet ganto (The First Letter, 1991). N'eo ket bet degemeret mat-tre, met anat eo o doa lañs pa geñverier anezhe ouzh ar peurrest eus strolladoù ar mare-se. E 1999 eo bet savet ar strollad en-dro.

Er penn-kentañ o deus kinniget seniñ o c'hanaouennoù kozh en-dro (abadenn er Royal Festival Hall). Da c'houde o deus graet un droiad er Stadoù-Unanet hag un nebeud abadennoù er Rouantelezh-Unanet. Er memes koulz e profit ar strollad da nevesaat e zoare sonerezh : gitar ha taboulinoù a ya buan-tre evel ma c'haller klevout war an daou EP (Read and Burn 1 ha 2) hag ar bladenn LP (Send) embannet e 2003.

Ul levezon bras evit ar sonerien britpop eo bet Wire : ar ganaouenn "Connection", savet gant Elastica a zo diazezet war ar memes notennoù hag ar memes lusk ha "Three Girl Rhumba", bet savet gant Wire e 1977. A-benn ar fin ez eo heñvel a-walc'h Wire ouzh The Velvet Underground : n'o deus ket gwerzhet ur bern pladennoù, met levezonet o deus ur bern strolladoù all.


Previous Page Next Page






Wire Catalan Wire (hudební skupina) Czech Wire (band) Danish Wire (Band) German Wire (band) English Wire Spanish Wire (musika taldea) EU Wire (yhtye) Finnish Wire (groupe) French Wire FY

Responsive image

Responsive image