Al lenn Kivu zo unan eus lennoù Meur Afrika, e-kreiz ar c'hevandir, etre Republik Demokratel Kongo ha Rwanda.
Goullonderiñ a ra dre ar stêr Ruzizi hag a ya betek al lenn Tanganyika er c'hreisteiz. 2 700 km² eo he gorread hag emañ 1 460 m a-us live ar mor. Enni emañ Idjwi, an eil enez vrasañ e diabarzh ar c'hevandir. War he ribloù emañ kêrioù Goma, Bukavu, Kabare e RDK ha Gisenyi, Kibuye, Cyangugu e Rwanda.
Gustav Adolf von Götzen a voe an European kentañ hag a dizhas al lenn e 1894.