Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Makron

Sinoù diakritek

Sin diakritek

Tired lemm ( ˊ )
Tired lemm doubl ( ˝ )
Tired boud ( ˋ )

Breve ( ˘ )
Karon / háček ( ˇ )
lostig ( ¸ )
Tired kognek ( ˆ )
Daouboent ( ¨ )
Pik ( · )

Anunaasika ( ˙ )
Anusvaara (  ̣ )

Krogig / Dấu hỏi (  ̉ )
Makron ( ˉ )
Ogonek ( ˛ )
Ront / kroužek ( ˚ )
Spiritus asper ( ʽ )
Spiritus lenis (  ʼ )

Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek

Skrab ( )
Barennig serzh ( | )
Daoubik ( : )
Virgulenn ( , )
Barrennig ( ˗ )
Tildenn ( ˜ )
Titlo (  ҃ )
Poent kreiz ( l·l )

Makron (diwar ar gresianeg : μακρός, « bras »), zo anv ur sin diakritek implijet el lizherenneg latin, gantañ stumm ul linenn vihan lakaet a-us d'ur vogalenn ( ¯ ), da skouer Ā, ā, evit diskouez e vez distaget hir.

Implijet e vez evit skrivañ al latveg, al lituaneg, hawaieg (anvet kahakō), maorieg.

Implijet e vez alies ivez e geriadurioù latin hag evit romanekaat yezhoù evel ar japaneg, da skouer 交通 kōtsū "red kirri" ha 骨 kotsu "askorn".

Hervez reolennoù sistem romanekadur ar sinaeg anvet pinyin e vez implijet evit ober diouzh un donenn.

Implijet e vez evit kemmañ talvoudegezh lizherennoù zo :

  • kensonennoù evel l̄, m̄, n̄, r̄, v̄, ȳ, evit skrivañ yezhoù zo, pe ivez ḡ .

A-wechoù e vez lakaet dindan lizherennoù zo da gemmañ an distagadur anezho.


Previous Page Next Page






Makron AF مكرون Arabic Macrón AST Макрон (диакритичен знак) Bulgarian Màcron Catalan Vodorovná čárka Czech Macron Danish Makron German Μακρόν Greek Macron (diacritic) English

Responsive image

Responsive image