Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Senones

Pobloù Galia er c’hentañ kantved kent JK
Pobloù Gallia Cisalpina, 391-192 a-raok J.-K.

Ar Senones (Σήνωνες e henc'hresianeg), pe Senoned, a oa ur bobl c’halian a oa o chom e hanternoz Galia Celtica, er c’horn-bro zo en-dro da gêr Sens hiziv. En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ : Lingones er reter, Parisii en norzh, Carnutes er c‘hornôg, Bituriges er su. Agedincum (Sens) ha Metiosedum (Melun pe Meudon hiziv) e oa o c’hêrioù brasañ.

Lod eus ar Senoned a yeas dreist d’an Alpoù da vont da chom da Gallia Cisalpina (en Italia), war-dro 400 kent JK. Asambles ganto e voe pobloù galian all o vont eus Gallia Transalpina (en tu-mañ d'an Alpoù) da hanternoz Italia, evel ar Voied pe ar Senoned[1]. Kemer a rejont perzh en arigrap Roma e 390 kent JK. En em ziazeañ a rejont war aod reter Italia ha ganto e voe savet kêr Sena Gallica (Senigaglia), a zeuas da vezañ o c’hêr-benn.

E-pad ouzhpenn kant vloaz e voe ar Senones o vrezeliañ a-enep ar Romaned. A-benn ar fin e voent trec’het gant ar c’hoñsul Publius Cornelius Dolabella e 283 kent JK, ha kaset kuit eus o bro. War-lerc’h ne voe ket klevet anv anezho e Galia Cisalpina ken. Marteze ez ejont da draoñienn an Danav, a-gevret gant pobloù galian all.

Ar Senoned a oa o chom e hanternoz Galia Celtica, goude bezañ graet emglev gant Julius Caesar, a skarzhas o roue Cavarinos, a oa bet anvet gant ar Romaned. Brezel a rejont ouzh armeoù Caesar e 53-51 kent JK. E 51 kent JK e voe tapet o rener Drappes gant ar Romaned, pa oa o vont da zouaroù ar Provincia. Goude se ne voe ket klevet anv ken eus Senoned Gallia Celtica.

  1. Polybios, Histories ii.17

Previous Page Next Page






Senone AF Сенони Bulgarian Sènons Catalan Senoni Czech Senoniaid CY Senonen German Σήνωνες Greek Senones English Senones Spanish Senoiak EU

Responsive image

Responsive image