Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Karr

Karr divrodek eus Cantabria (hanternoz Spagn) a veze sachet gant div vuoc'h. Harp eo e vrec'h ouzh ur vatezh-karr.
Karr stlejet gant oc'hen e Madagaskar
Ur c'harr-tan Packard Twin-6 d'an tsar Nikolaz II troet da garr-biskoulenn gant an ijinour gall Adolphe Kégresse (1879-1943) e 1911

Karr (karroù pe kirri el liester) zo ur ger brezhonek a vez graet eus meur a dra. Dre vras eo ur c'harbed, ur rod pe muioc'h dezhañ, da sachañ pe da zougen traoù pe tud.

Disheñvelet e vez ar c'hirri hervez o ment, pe niver ar rodoù warne, niver ar brec'hioù outo, pe an doare da sachañ anezho.

Sachet e vezont gant loened peurvuiañ, kezeg pe ejened dreist-holl, ezen, chas pe loened all a-wechoù ivez zoken. A-wechoù avat e vezont sachet gant tud, evel ar garrigell. Abaoe diwezh an XIXvet kantved ez eus kirri sachet gant keflusker dre enleskiñ, a vez graet kirri-tan pe kirri-dre-dan anezho, abalamour ma tevont treloskoù kondon.


Previous Page Next Page






KARR Czech Karr German KARR English Karr French Karr (egyértelműsítő lap) Hungarian Karr Italian Karr NDS

Responsive image

Responsive image