Karr (karroù pe kirri el liester) zo ur ger brezhonek a vez graet eus meur a dra. Dre vras eo ur c'harbed, ur rod pe muioc'h dezhañ, da sachañ pe da zougen traoù pe tud.
Disheñvelet e vez ar c'hirri hervez o ment, pe niver ar rodoù warne, niver ar brec'hioù outo, pe an doare da sachañ anezho.
Sachet e vezont gant loened peurvuiañ, kezeg pe ejened dreist-holl, ezen, chas pe loened all a-wechoù ivez zoken. A-wechoù avat e vezont sachet gant tud, evel ar garrigell. Abaoe diwezh an XIXvet kantved ez eus kirri sachet gant keflusker dre enleskiñ, a vez graet kirri-tan pe kirri-dre-dan anezho, abalamour ma tevont treloskoù kondon.